Penaos e tizoloer an toulloù-du




An toulloù-du a zo unan eus an darvoud nemetañ e istor an astronomiezh displeget da gentañ en ur zioroiñ un teorienn betek penn evel skouer matematik araok ma vefe bet amprouet dre dizoloadennoù hag eveziadennoù.

Ma 'z eo un toull-du un astr doues kenañ gant ur gravitadur kreñv kenañ ken ma desach an holl danvez o tremen en e biou, ha zoken ar goulou, e teu anat an diaesterioù evit evezhiañ anezho. Penaos e c'hellomp gwelet un c'horf a na zistaolfe ket a sklaerijenn? Penaos e c'hellomp gwelet foñs ur puñs hag a vefe difin?

E gwirionez ne c'hellomp ket gwelet  un toull-du (dre kaoz ma ne zistaolfe ket a goullou), met darvoudoù 'zo a c'hell bezañ displeget nemet gant bezañs un toull-du. Un toull-du en deus un nerzh gravitadur ken greñv ken ma n'eus un efed war ar c'horfoù all pe war ar goulou a vez en e endro.



A) Pladenn akretadur ha sistem doubl.


Araok treuziñ  diabell an darvoudoù, holl partikulenn an danvez o kouezañ en toull (ar fenomenn a zo anavezet "akretadur") a dap ur c'hementad a energiezh sinetek gant un talvoud tamm pe damm kevatal da energiezh he vas. Dindan darvoudoù 'zo, e chell neuze ar partikulenn skignañ ul lodenn eus an energiezh-se war zu an hollved. An danvez akretet a gouez neuze en ur treiñ, evel dour o diverañ e foñs an dar. Enklelc'hiañ a ra an toull-du dindan stumm ur gurunenn plasma massek, anavezet pladenn akretedur. Ur bladenn akretadur na dro ket en un doare sonn evel ur bladenn arc'hant. Tizh anklel an danvez tost d'ar c'hreiz a zo uheloc'h eget hini an danvez o treiñ en tro war-droioù. Gant an nerzhioù frotadur kreiz (ar gludegezh) o tont da heul, e vez kollet tamm ha tamm ar mareadoù anklel gant an danvez e toare ma kouezfe a nebeudoù er c'hreiz e stumm un droelenn. War ar memes tro, ar gludegezh a lak an temperadur da uhelaater zonennoù kreiz, hag a skign neuze ur skinadur stank. Evel-se e c'hell un toull-du, dre argerzh an akretadur, kaout ur skignadur eus ar re wellañ. E mod-se un toull-du gant ur mass tri wech brasoc'h eget an heol a c'hell skignañ kant mil wech muioc'h a energiezh eget an heol! Met siwazh n'eo ket ken aes a se. Abalamour d'an temperadurioù uhel  e vez pep brasañ ar gouloù skignet a n'em gav e seizennoù spektral disheñvel kren eus ar goulou gwelapl (skinou X dreist-holl). Da skouer, un toull-du gant ur mas  war-dro un nebeut mas heoliek a grou ur flus skinoùX stank.
Hervez an displegadenn-se ez eo ret kavout mammennoù skinoù X pouezus evit kavout un toull-du. Merzhet 'zo bet er bloavezhioù 1960, e oa e mesk ar mamennoù X pouezus, ur sistem isiz, koupladoù binel savet  gant ur steredenn normal hag un astr ken massek met kalz teñvaloc'h, liammet  gant ho gravitadur.
Ne 'z eus ket kalz a choaz evit pezh a sell an astr teñval. an astr-se a zo disoc'h marv ur steredenn: ur steredenn a neutron pe un toull-du.
E mod-se pa vez kavet ur sistem doubl gant ur steredenn o vezañ lonket he danvez, e vezomp kazi sur eus identelezh he kompagnon.
                                                                        
           

cignusx1



    Ar skouer vrudetañ a zo ar sistem doubl Cygnus X1. Krouet eo gant ur steredenn gwelapl, HDE 226868,
 ur steredenn ramzel glas hag ur c'hompagnon nan-gwelapl. Ar c'hompagnon a zo un toull-du gant ur vas a 7 mas heoliek.
                                   
                                                                             



                                                                           




B) Lentil gravitadurel.


Ma c'hellfemp zellout a dost
hag a gorre ouzh un toull-du, e welfemp ar bladenn akretadur en e fezh evel ouzh ar skeudenn dindan:

                                              pladenn akretadur

Gouloù ar pladenn akretadur a sav a-us d'ar c'horf-du hep ma vefe harpet gantañ. Abeg a n darvou-se a zo ar relativelezh : ar gouloù a zo dihentet pa mañ en un endro gravitadure. Kemm a ra an ankl dihentadur gant mas ar c'horf graviter hag hervez an hed a zo etre ar skin goulou hag ar c'horf. Evel-se seul bihanoc'h e vo an hed etre ar skin hag ar c'horf ha seul kreñv e vo an nerzh gravitadur ken e dihento kreñvoc'h-kreñvañ. Setu ar goulou a zo en-dro d'un toull-du a zo dihentet evel ar skeudenn dindan:

LENTIL GRAVITADUREL

Evel-se, en ur implij al lentil gravitadurel, e vefe tu kavout skeudennoù distumet pe dihentet dre-nerzh gravitadur un toull-du. Met seurt darvoud a zo pell a walc'h ha n'eo ket rall e kejfe gant ur c'houmoul a boultrenn kosmek hag a harp ouzh ar skeudenn dont klok betek ennomp.


C) Gwagennoù gravitadurel.


En em krouiñ a ra gwagennoù gravitadurel pa vez eus darvoudoù feulz kenañ. Ul lodenn vras eus ar stered a grou ur sistem doubl gant ur c'hompagnon. Gellout a reont, evel displeget er pennad a raok, en em distruj betek dont da vezañ un toull-du. Ur wech echu e furmadur ar c'horf du, en em lak a ra da dreiñ gant un tizh kreiñ kenañ, war-dro 100 dro dre segonden, ar pezh a grou gwagennoù gravitadurel kreñv. Sañset e vefe tu dizoleiñ ar wagennoù-se met ken gwanaet ken ma kemm an hedoù hervez ho interpretadur. Raktresoù 'zo deuet a well evit krouiñ gwagennoù a-benn dizoleiñ ar wagennoù ken priziet o tont eus an hollved. Siwazh ken diresis eo ha ken gwan eo ar wagennoù o tont war an douar ken eo disfiz an teknik-se evit dizoleiñ toulloù-du.
  


Pajenn a-raok


==> Distro d'an degemer