Diabarzh un toull-du



A) Toull-du Schwarzschild, pe toull-du statel.


   
    E 1916, ur fizikour e anv Karl Schwarzschild en deus ijinet ur framm evit un toull-du difiñv diwar teorienn ar relativelezh. N’eus ket kalz a chañsoù e vefe un toull-du e-giz-se real, met pouezus eo bet  evit an enklaskoù da heul.
 
  
 

 

Gouzout a reomp eo gouest un toull-du da zisachañ ar goulou. Añvet eo sferenn ar fotonioù ar sferenn e lec'h ma teu ar goulou da vezañ war orbitenn.

Skin Schwarzschild un objed a zo ar skin maksimum hag a lakfe anezhañ da vezañ un toull-du abalamour d’e zouester. Skin diabell an darvoudoù eo ivez. Ma tremenjer ar sferenn-se ne c'hellfer ket ober 'mod-all eget mont eeun war-zug an istrog. Evit mont er-maez eus an toull-du e rankfer kaout un tizh brasoc'h eget hini ar goulou, dre-se, memes ar goulou a zo tapet gantañ.

 Gant :   

Jedomp skin Schwarzchild an Douar : Rs(Douar) = 2 × 6,670.10-11 × 5,974×1024 /  (2,998.108) 2
                                                          Rs(Douar) = 8.867.10-3 m
                                                          Rs(Douar) = 8.867 mm

Setu ur skwer evit diskouez ken douest eo an toulloù-du :  ma vefe douester an Douar eus memes talvoud hag hini un toull-du eus ar re vihanañ e vefe e skin eus tro 9 mm !

 
 
 
B) Toull-du Kerr, pe toull-du o treiñ.

   
    Skwer Kerr 'zo an hini posublañ dre ma teu an toull-du deus ur steredenn o treiñ. Dont a ra e anv eus ar matematikour nevez-zelañdad Roy Kerr hag, an hini gentañ e 1963, a oa deuet a benn da ziskoulm kevatalennoù ar Relativelezh Ledan evit trowardro ur mas o treiñ. Pa vez dirouestlet  anezho e teu war wel un darvoud : tro-dro d'un objed masek o treiñ e vez distummet ar spas-amzer, disachet gant ar fiñv ivez. Evel-just eo dister an darvoud-se evit un objed evel an Heol pe an Douar met evit un toull-du e teu da vezañ pouezus.


            
                       
                An div sferenn ar fotonioù : an hini kentroer e-barzh hag an hini eneptroer
 er-maez.

                Plaenaet ha kemesket int war ar poloù. Etrezo ez eus ur vor a
fotonioù.



 
 

 
 






 


                                                                                                   
                                                                                                   
 Ar vevenn statel 'zo un ellipsoid e lerc'h ma ne c'hell netra chom difiñv,   memes  ar goulou, desachet gant ar spas-amzer war zu rotadur an  toull-du.

 Al lodenn etre ar vevenn statel hag an diabell diavaezh a zo anvet ergosferenn.

 E poloù an toull-du eo liammet div vevenn an ergosferenn.

 Bremañ ez eus daou ziabell zisparti.
 
 
 
   

  
            Pa vez treuzet ar vevenn statel ne c'hell netra chom hep mont war-zu an istrog, memes en ur vont gant tizh ar goulou. Bez 'z eus eus ar vevenn-se abalamour da zesachadur ar spas-amzer gant an toull-du en e fiñv rotadur. Evit un toull-du Schwarzschild eo an diabell hag a skeudenn ar vevenn statel.

 
  
 
C) Toull-du Reissner-Nordstrom, pe toull-du karget..



    Gant un toull-du karget ez-tredanel, disoc'h Schwarzshild n'eo ket implijabl ken. Reissner-Nordstrom eo en deus ijinet ur skwer toull-du karget.







 War ar chema-mañ n'eo ket skeudennet na sferenn ar fotonioù, nag an ergosferenn met bez'z eus outo.

 Seul gargetoc'h eo an toull-du, seul dostoc'h an daou ziabell an eil ouzh egile.

 
 
 
 
 
 
 
  
    Mard eo karget a-walc'h an toull-du e za an daou ziabell da anaon. Dre-se ne gaver nemet un istrog he-unan ken, met kalz a fizikourien a soñj eo dibosubl, an hollved o teñsañ anezhañ e-unan.
    Daoust d'ar fed e vez diskouezet an toull-du karget evel ur skwer e-unan, n'eo ket gwall brobabl e vije outañ en hollved : ret vefe d'ar steredenn he deus roet bezañs dezhañ bezañ karget ez-tredanel, ar pezh na seblant ket bezañ gwirion.



Pajenn a-raok -- Pajenn da heul


==> Distro d'an degemer